Dibab ar bobl

21 janvier 2020 0 Par Pierre-Yves Cadalen

La version française est là.

Tudoù kaez kêr Brest,

Ret eo cheñch penn d’ar vazh a-drugarez d’an dilennadeg kêr o tont e miz Meurzh. Un dremmwel nevez a vez kinniget deoc’h gant listenn « Brest Da Zont », sachet ganin. Ret eo sevel ur bolitikerez kêr ekologel, lakaat startijenn e-barzh an ekonomiezh, skoazellañ an dud hag ar c’hêrigoù, reiñ galloudoù deoc’h en-dro, skarzhañ an tud e-karg eus an Ti-Kêr maez ma ne reont ket o labour.

Tud a bep seurt a zo war hon listenn : merc’hed ha paotred a bep oad, oc’h ober micherioù disheñvel, o vevañ en holl kêrigoù Brest. C’hoant hon eus reiñ kalon en-dro d’ar gêr-mañ karet ganeomp.
Erruet eo kozh-Noe skipailh an Ti-Kêr : ar re a zo war ar renk war listennoù PS, LREM hag EELV a zo o tont eus ar skipailh-mañ ! Ar re-se ‘zo a-du abaoe bloavezhioù ha bremañ e c’hoariont tud pismigus a-raog an dro kentañ. Ur farsadenn eo.
Fellout a ra din bezañ an Aotroù Maer evit paouez gant politikerez-gozh ar skipailh-mañ. Kinnig a reomp deoc’h ur bolitikerez all, gant tud nevez skipailh Brest Da Zont !
Gallout a reomp kaout ur gêr bev. Re a stalioù a zo bet dilaosket, re a dud a zo o-unan pe gant diaesamantoù. Ret eo deomp bezañ a-stroll, prest evit stourmañ ouzh mallusted ekologel. Ober a rin ma seizh gwellañ, a-hed ma respet, hag evit laz hollek.
Bet em eus bet un doktorelezh war skiantoù politikel. Kelenner a vicher ‘on, war goulennoù ekologel dreist-holl. Sot ‘on gant ar justis sokial. Engouestlet ‘on war an dachennoù-se abaoe pell. Prest ‘on da gas al listenn-mañ, tud mennet warni, evit cheñch hon kêr !

Pierre-Yves Cadalen

Deuit da votiñ d’ar 15 ha d’an 22 a viz Meurzh ! Deuit da sikourat ac’hanomp da gas ur bolitikerez all, evit ar bobl ha gant ar bobl !

10 mennozh evit Brest

Ret eo da vBrest bezañ prest da stourmañ ouzh cheñchamant an hin. En ur grouiñ implijoù nevez e vo startijenaouet hon gêr en dro. Ezhomm zo eus kenskoazellou nevez evit kaout ur gêr reizh. Ret eo da gêr Brest en em sevel asembles gant an dud. Setu perak e kinnigomp deoc’h ur raktres uhelek. Digoret e vo ur mare nevez asembles. Deomp dezhi gant ar bobl ! Deomp dezhi gant Brest Da Zont !

1. Treuzdougen boutin ha digoust

  • kologel eo : neubetoc’h a c’haz a efed ti-gwer hag a rannigoù munut a vo ma vez digresket an niver a otoioù.
  • Reizh eo : an holl a rank bezañ gouest da fiñval e kêr.
  • Posubl eo : nemet 1/3 eus koust an treuzdougen a zo paeet gant an dud hiziv. Arc’hantaouet e vo a drugarez d’an tell dreuzdougen a gresko un tamm – met ne vo ket dav paeañ hanterenn ar c’houmanant ken. Koust ar bilhedoù ne vo ket mui hag e vo un tamm arc’hant o tont eus ar budjed.

2. Gwirioù politikel nevez

  • Ur referendom war intrudu ar bobl a vo lakaet e pleustr evit kinnig ha votiñ raktresoù an holl dud e Brest.
  • Un referendom a vo posubl goulenn ivez e-kreiz ar respet, da skarzhañ an dud dilennet maez, evit lakaat anezhe da vezañ sirius.
  • Tabutiñ a vo graet en-dro e-pad pep Kuzul-Kêr, gant ur mare ispisial etre tud an Ti-Kêr hag an holl dud.

3. Gwir galloudoù evit cheñch hon buhez hag hon kêrigoù

  • Kreñvaet e vo an arc’hantaouiñ a-stroll : 1/4 eus an dispign a vo roet d’an holl, da sevel raktresoù, a-raog fin ar respet.
  • Kuzulioù demokratel ar c’hêrigoù o do galloudoù gwir evit divizout peseurt raktresoù arc’hantaouiñ.
  • Adwelet e vo ar c’hêrigoù evit ma vije muioc’h a dud o kemer plas enne. Ret eo deomp holl divizout ar pezh a c’hoarvezh tro-dro d’hon tiegezhioù !

4. Bevañ gwelloc’h e-kreiz un en-dro yac’h pesk !

  • Stourmet e vo ouzh ar betoniñ. Ret eo laosk an douar d’al labourerien.
  • Difenet e vo an diastuzerioù tro-dro ar kêr.
  • Harpet e vo stalidigezh al labour-douar biologel war tachenn ar Meurgêr.

5. Bevañ e Brest, war marc’h-houarn ha war droad

  • Kreñvaet e vo ar rouedad marc’h-houarn ken ma vije ur gwir rouedad : roudennoù divrodegoù, hentoù-belo gwarezet d’ar c’hroazhent, kevreadennoù etre ar skolioù.
  • Takadoù-bale a vo e-kreiz Kêr a-bez, gant gwez. Skuizh ‘omp gant gwez treujet !
  • Aesaet e vo an tremen evit ma vije posubl d’an holl mont ha dont.

6. Brest kengret, Brest youlek

  • ∙ Krouet e vo « karavanenn ar gwirioù » evit mont e darempred gant an holl. Ret eo deomp holl anavezout hon gwirioù sokial ha politikel. Hiziv an deiz ez eus ur bern tud ha na c’houlenn ket ar pezh o deus droed. An dra-se a lak tud da vezañ paouroc’h-paourañ.
  • Arnodet e vo ul lec’h hep tud dilabour ebet. Krouet e vo implijoù mad boutin : muioc’h evit 4 000 den dilabour a hirbad a zo e Brest !
  • Krouet e vo ur post eiler evit am implij.
  • Lakaet e vo e pleustr ur steuñv greanterezh evit Brest. Pouezus- kenañ eo ijinañ tro-dro ar mor evit ober war-dro an treuzkemm ekologel. Gallout a raio degas implijoù niverus.
  • Digoret e vo ar Penfeld hag al lec’hioù dilezet gant ar morlu evit kreñvaat obererezh ar porzh.
  • Skoazellet e vo implijidi an ospital, a-drugarez d’ur c’huzul evezhiañ ouzh ar CHRU gant ar Maer.

7. Peoc’haat hon kêr

  • Ur servij hanterouriezh a vo, sammet gant tud perzhek ha stummet. Dezho da sioulaat an dizemglevioù.
  • Ne vo ket ouzhpennet na kameraioù nag ur polis-kêr. An drase a goust ker-ruz ha n’eo ket efedus. Ret eo d’ar Stad kreñvaat servijoù ar Polis Broadel !
  • Stourmet e vo ouzh an harellerezh e-kreiz ar Meurgêr hag ar gumun.

8. Ur Republik bev e Brest

  • Stourmet e vo ouzh serradur pe kendouez skolioù. Difenomp hon servijoù publik !
  • Digoust e vo ar gantinenn hag an dafarioù skol evit an holl.
  • Ne vo ket skoaziadennet kevredigezhioù kredennel ken. Liammet ‘omp holl a-drugarez d’al laikelezh.

9. Politikerez nevez da vezañ boull

  • Echuet e vo gant berniañ respetoù etre an Ti-Kêr hag ar Meurgêr.
  • Gant paper e vo graet an dilennadegoù en-dro.
  • Bevennet e vo digolloù ar maer.ez ha prezidant.ez ar Meurgêr. Difennet e vo berniañ postoù eilmaer.ez ha bezprezidant.ez ar Meurgêr.
  • Echuet e vo gant kevredadoù ekonomiezh kemmesk ha gant kevredadoù publik lec’hel (Brest’aim, Eaux du Ponant…). Ne servijont nemet da skoilhañ ar geodedourien eus ar c’hontrol.

10. Brest, kêr ar bobl

  • Skoazellet e vo kevredigezhioù ar c’hêrigoù c’hoazh hag adarre. Laosket e vo ur vediaoueg e-barzh pep kêrig. Skoazellet e vo an arzoù hag an arvestoù bev.
  • Skoazellet e vo sport amatourien, kluboù ha kevredigezhioù ar c’hêrigoù a lak hon kêr da vevañ gant atiz.
  • Skoaziadennet e vo Stad Brest nemet ma vez laosket harperien o kemer perzh e Kuzul-Merañ.
  • Harpet e vo sport ar merc’hed : sikouret e vo hentennoù merc’hed ha sportourezed a live uhel.